WarAnHent

Lec'hienn Genweturiñ ar Vrezhonegerien

Deuit niverus da ginnig pe da glask beajoù... Sellit ouzh ar pennad >>

"WarAnHent.bzh"

Al lec’hienn genweturiñ evit :

- flapiñ ha lâret kaer e brezhoneg,

- en ur vihanaat priz ar veaj,

- e-ser doujañ d’an natur.

Brezhoneg

N'eo ket ken alies-se e vez kavet tro da gomz brezhoneg. Ha koulskoude, hir amzer e tremen Yann Vrezhoneger en e garr-tan.

Neuze, kenkoulz eo dezhañ ober e vad eus ar prantad beaj-se evit brezhonegañ gant e genveajerion.

Armerzh

Rannet e vo priz ar veaj etre ar genveajerion: eoul-maen, paeajoù.

Neuze e vo tu da vihanaat priz ar veaj evit pep unan, blenier ha treizhidi.

Ekologiezh

E-lec'h 2,3 pe 4 oto o ruilhañ gant un den hepken e pep hini anezho , ne vo 'met un oto war an hent, gant 2, 3 pe 4 den enni.

Neuze, a-benn ar fin, e vo bihanoc'h an eoul-maen lonket gant ar c'hirri-tan ha bihanoc'h an aezhennoù saotret kaset en aer ganto.

Digoust eo WarAnHent.

N'eo ket ul lec'hienn genwerzh anezhi. Ul lec'hienn daremprediñ an hini eo kentoc'h.

Ne vo paeamant ebet dre al lec'hienn.

Ur soñj!
Bezit niverus o lakaat kinnigoù war al lec'hienn. Dre ret, er penn kentañ, ne vo ket stank ar c'hinnigoù ken e vo dipitet tud 'zo rak ne vo ket kavet ganto al lec'h kenweturiñ a glot gant o ezhomm.
Bezit dalc'hus, a-nebeudigoù e vo muioc'h-mui a ginnigoù. Neuze, pa vo boazet an dud oc'h implij al lec'hienn evit kinnig ur veaj pe klask unan, e vo kavet sav d'an aliesañ !

Ha bec'h dezhi neuze!