WarAnHent

Lec'hienn Genweturiñ ar Vrezhonegerien

Deuit niverus da ginnig pe da glask beajoù... Sellit ouzh ar pennad >>

1-Perak un deiziataer ?

- Evit reiñ deoc'h da c'houzout (pe evit degas soñj deoc'h) e vo un darvoud heverk bennak.

- Evit ma vo kinniget war al lec'hienn beajoù niverus evit mont d'an darvoud-se.

- Evit reiñ un tamm bruderezh d'an darvoud-se ivez.

2-Peseurt darvoudoù ?

- Darvoudoù a bep seurt a c'hell implijerien al lec'hienn bout dedennet ganto.

3-Petra a vo diskouezet war ar skramm ?

- Dibabit "Deiziataer" war ar skramm Degemer (pe klikit a-us).

- Degemer a reot roll an darvoudoù (anv an darvoud, pegoulz, pelec'h, e liamm Internet, niver ar c'hinnigoù evit mont dezhañ, niver ar c'hinnigoù evit dont anezhañ).

- Evit bout kaset d'ar skramm "Klask" a-benn, e c'helloc'h dibab "Klask mont" pe "Klask dont".

- Evit bout kaset d'ar skramm "Kinnig" a-benn, e c'helloc'h dibab "Kinnig mont" pe "Kinnig dont".

4-Penaos e vez lakaet un darvoud enlinenn ?

- Lakaet e vez enlinenn gant merour al lec'hienn.

- Aozer un darvoud, ha pep hini ivez, a zle kas keloù anezhañ da verour al lec'hienn.

Ur soñj!
Mar anavit un darvoud bennak a vefe dedennus e enskrivañ war al lec'hienn, kasit keloù anezhañ d'al lec'hienn, dre ur postel (s. o. Darempred) peotramant dre ar skramm "Diviz".