WarAnHent

Lec'hienn Genweturiñ ar Vrezhonegerien

Deuit niverus da ginnig pe da glask beajoù... Sellit ouzh ar pennad >>

Ar choaz ho peus etre :

-Kinnig :

  *Dibabit "Kinnig" war ar skramm Degemer (pe klikit a-us),

  *lakait an holl ditouroù ret,

  *enrollit ho kinnig.


N'ankounac'hait ket!
Ret e vo deoc'h enrollañ un alc'hwez (un niverenn guzh, 8 arouez enni da vihanañ) hag a vo goulennet diganeoc'h diwezhatoc'h, pa glaskoc'h kemm un titour bennak en ho kinnig, lemel ho kinnig peotramant sevel ur c'hinnig prim; neuze, evit derc'hel soñj anezhañ, enrollit pe moulit un eilskeudenn eus ar skramm "Kinnig" !

-Kinnig prim :

(evit enrollañ buan-tre ur veaj nevez diwar patrom ur c'hinnig graet a-gent, dre skouer: kemm deiz ar veaj hepken)

  *Dibabit "Kinnig prim" war ar skramm Degemer (pe klikit a-us),

  *dibabit ur veaj peuzheñvel ho peus kinniget en a-raok (goulennet e vo diganeoc'h alc'hwez ar c'hinnig ),

  *kemmit an titouroù diouzh ret,

  *enrollit ho kinnig.

Geriaoueg
An arlun-mañ war ar skramm kinnig a vo tu klikañ warnañ evit gouzout stumm brezhonek un anv kêr bennak (e Breizh dreist-holl) !
Diwallit!
Evit kinnig ur plas en ho karr-tan, ez eo ret-groñs deoc'h doujañ da Garta al lec'hienn, a vez kavet e diaz pep skramm.