WarAnHent

Lec'hienn Genweturiñ ar Vrezhonegerien

Deuit niverus da ginnig pe da glask beajoù... Sellit ouzh ar pennad >>

1-Penaos klask ur plas ?

1.1-Dibabit an arlun (iconenn) "Klask" war ar skramm Degemer:

Klaskit ur plas

1.2-Grait ho tibab :

    -pe ur gêr loc'hañ hepken,

    -pe ur gêr erruout hepken.

    -pe ur gêr loc'hañ hag ur gêr erruout,

    -pe kêr loc'hañ ebet ha kêr erruout ebet.

=> Evit dibab ur gêr, e vo kinniget deoc'h roll er c'hêrioù liammet d'ur veaj bennak ; neuze, mar ne gavit ket ur gêr er roll, e talv n'eus beaj ebet e liamm gant ar gêr-se.

Un deiz loc'hañ a c'helloc'h dibab ivez ; dre ziouer e vo kinniget an deiz a hiriv.

1.2-Diskouezet e vo deoc'h roll ar c'hinnigoù a glot gant ho tibab, a-c'houde an deiz loc'hañ.

=> Ma n'ho peus dibabet kêr ebet, e vo kinniget deoc'h roll an holl ginnigoù a-c'houde an deiz loc'hañ.

1.3-Ret e vo deoc'h neuze dibab ur c'hinnig er roll.

1.4-Diskouezet e vo da heul niverenn-bellgomz an hini en deus postet ar c'hinnig-se ha titouroù all.

=> En em lakait neuze e darempred gant an hini en deus kinniget ur plas.

Ur soñj!
Ma ne gavit ket ar veaj a glaskit, klaskit ur c'hinnig war an hevelep hent, na vo ket gantañ ar banellig "Ehan ebet"; pellgomzit neuze d'ar c'hinniger ha goulennit gantañ ober un ehan evidoc'h.
Dre skouer: o klask ur veaj etre Naoned hag An Henbont emaoc'h ... ha ne gavit beaj ebet trema an Henbont. Klaskit neuze ur veaj o vont d'an Oriant ha goulennit un ehan en Henbont.
Diwallit!
Evit klask ur plas, e vo goulennet ganeoc'h bout koshoc'h eget 18 vloaz ha doujañ da Garta al lec'hienn, a vez kavet e diaz pep skramm.

An arlunioù implijet:

Ehan ebet!

Ar c'hinniger ne faot ket dezhañ ober un ehan
Loen ebet!
Ar c'hinniger ne faot ket dezhañ treuzdougen ul loen

butun ebet!
Ar c'hinniger ne faot ket dezhañ ma vo butunet
3 lec'h
Niver a blasoù kinniget; etre 1 ha 5; amañ 3